Petra eo L’Histoire Juniors?
Perak e vehe lamet diget ar vugale ar pezh a c’hell an enklaskoù istorel degas dezhe war sujedoù a sell oute?
Get skoazell Laurence De Cock, kelennerez istor-douaroniezh hag enklaskerez e skiantoù an deskadurezh, embannet eo L’Histoire Juniors get L’Histoire.
Un niverenn glok 8 pajenn, azasaet diwar un teuliad embannet er gelaouenn get perzhiadurioù ar gwellañ arbennigourien. War sujedoù liesseurt, ur c’hinnig hizivaet hag aes da gompren evit lennerien yaouank.
Penaos e lenn?
Pep niverenn L’Histoire Juniors a c’hell bout pellgarget ha lennet war-eeun war ur skramm e stumm pdf.
L’Histoire Juniors a c’hell ivez bout moullet ha lakaet a-gevret evit ober ur gelaouenn da virout.
Lennadenn vat
