TEM 4 Istor: Ar Brezel-bed Kentañ: an « emlazh Europa » ha fin an impalaeriezhioù europat

Lajad 1: Un entaniñ bedel hag ar prantadoù

« Le monde d’hier »
Les rayons et les ombres sur l’Europe (Stefan Zweig)

[…] Il est peut-être difficile de peindre à la génération actuelle, qui a été élevée dans les catastrophes, les écroulements et les crises, pour laquelle la guerre a été une menace permanente et une attente de presque tous les jours, l’optimisme, la confiance dans le monde qui nous animaient, nous, les jeunes, au début de ce siècle. Quarante années de paix avaient fortifié l’organisme économique des pays, la technique avait accéléré le rythme de l’existence, les découvertes scientifiques avaient inspiré de la fierté à l’esprit de cette génération ; un essor commençait, qui se faisait presque également sentir dans tous les pays de notre Europe

An enkaden Fachoda (pe an darvoud Fachoda) a zo ur bec’h-diplomatek bras a c’hoarvez d’ar 19 a viz Gwengolo 1898  etre Bro-C’hall ha Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur, e kêr Fachoda (bremañ e Su-Soudan). war ribl ar Nil Gwenn. Eno e oa bet savet ur post milourel get  ar Frañsizien abaoe miz Gouere.

Arme Bro-C’hall zo renet get ar c’habiten Jean-Baptiste Marchand hag arme Rouantelezh-Unanet zo renet get  ar jeneral Horatio Herbert Kitchener.

Bro-C’hall a felle dezhi sevel un ahel a-hed Afrika a-gevret eus Dakar betek Djibouti, hag ar Saozon a felle dezhe sevel un ahel  Keptown-Kaero.

Ar Frañsizien, get Marchand ha 250 soudard, a erru da Fachoda e miz Gouere 1898, goude bout  trec’het war soudarded mahdistek (eus ar Soudan) ar vro.
D’an 19 a viz Gwengolo 1898, e teu arme vras saoz-ejiptian Kitchener (20 000 den) da Fachoda hag e kav ar Frañsizien eno. Kitchener a c’houlenn diget Marchand mont kuit, met Marchand a chom da c’hortoz urzh Pariz. Ne voe ket emgann, met ur stourm-diplomatek start a voe etre an div vro.

E miz Du 1898, dindan pouez ar Saozon ha dre ma n’eo ket Bro-C’hall prest da vont d’ar brezel, eo roet urzh da Marchand da zilezel Fachoda.

War-lerc’h, eo mezhaekaet  Bro-C’hall, ha bras eo an droug er meno foran gall. Bro-C’hall a goll ar c’hontrolerezh war su Soudan, met e c’hall tapout tachennoù all e Sahara ha, diwezhatoc’h, kaout asant ar Saozon war he brotektorad e Maroko.

Evit Breizh-Veur, eo ar gwir c’hontrol war ar Nil hag ar Soudan, met ar su Soudan a vo goude diaes da ren. An enkadenn a laka Bro-C’hall ha Breizh-Veur da gompren ez eo gwelloc’h dezhe bout  mignoned evit  enebourien. Get-se eo sinet an « Entente cordiale » e 1904, a dro an div vroad da vout asamblez  a-enep Alamagn. E spered ar Frañsizien, enkadenn  Fachoda a chom ur sammad a warizi (jalouzi)  hag a ziskouez droug ar « perfide Albion »

Poent-tremen

Brezeliadenn an Dardanellez e meurzh 1915

Verdun e 1916

GOUZAÑV EN IFERN: AR SOUDARDED

A-benn 1915 e klaske ar C’hallaoued toullañ en Artez hag e Champagn, hep
berzh. Bloavezh an « ifern » e oa 1916 e Verdun, e-lec’h ma oa bet ennañ emgann iskisan ar brezel etre an Alamaned hag ar C’hallaoued, hag er Somme da c’houde. Ne zeuas ket a-benn an Alamaned da beurziwadañ an arme gall e Verdun en desped d’o 240 000 a dud varv. Testeniañ a rae an 260 000 a dud varv e kamp ar C’hallaoued eus engouestladur an holl soudarded hag a oa bet mennet get  ar jeneral Pétain.
Muntreroc’h e oa c’hoazh emgann ar Somme, bet kroget get soudarded Breizh-Veur e miz Gouere 1916, evit ul lod, da zivec’hiañ ar C’hallaoued.
E fin ar bloavezh 1916 e oa anat e oa taktik an dagadenn-dal ur c’hwitadenn: ma oa tu da doullañ an talbenn war un nebeud kilometradoù a-wechoù, ne oa biskoazh posubl en em zerc’hel pell-badus war ar savlec’hioù gounezet. Koulskoude, e 1917, e klaske ar C’hallaoued er « Chemin des Dames » hag ar Saozon e Ypres mont dreist d’o nerzhioù c’hoazh, diwar-goust buhez kantadoù a viliadoù a soudarded adarre. An Aostrianed hepken a zeuas a-benn en ur skeiñ gant an Italianed e trec’hidigezh Caporetto e miz Here 1917
A-benn 1914 e veve an dud eus rann vrasañ Belgia hag eus dek departamant Bro-C’hall dindan renad an ac’huberezh alaman. En desped da baeamant a zigolloù-brezel dreist-mentek e oa rekizet produioù an industriezh ha re al labour-douar.
Reiñ a rae an trevadennoù hag an dominionoù soudarded niverus d’an div vro c’halloudus trevadennel bras hag a stourme asamblez, da lâret eo Bro-C’hall hg ar Rouantelezh-Unanet.
Diouzh trevadennoù Bro-C’hall e teue 500 000 a stourmerien, 600 000 anezhe diouzh ar C’hanada, 400 000 anezhe diouzh Aostralia ha 100000 diouzh Zeland-Nevez ha diouzh Suafrika. Soudarded an dominionoù, tirailherien Norzafrika ha re Senegal a gemere perzh er memes emgannoù hag a golle kement a soudarded ha nerzhioù Europa.
Gant diskar Rusia ha digor-brezel ar Stadoù-Unanet e oa 1917 ur bloavezh-koublañ er brezel. Evit gwir, war-lerc’h an dispac’h e miz C’hwevrer  1917e tivize gouarnamant da c’hortoz Rusia kenderc’hel gant ar brezel, met ne oa nemeur(guère) soutenet gant an arme a zizerte a-vil-vern e miz Gouere 1917. War-lerc’h o c’hrog-galloud e miz Here e tivize ar Volcheviked, a-benn miz Kerzu 1917, ober un arsav-brezel gant Alamagn a voe sinet da c’houde e Brest-Litovsk d’an 3 a viz Meurzh 1918. Hogen rediet e oant gant an Alamaned hag a oa oc’h ac’hubiñ an tiriegezhioù divent er Reter, da zerc’hel bandennoù niverus a soudarded: ne c’helle ket an holl soudarded bezañ advroet e talbenn ar C’hornôg.
D’an 2 a viz Ebrel  1917 e tileze an aotrou prezidant Wilson neptuegezh an Amerikaned: ar Stadoù-Unanet hag o doa kemeret perzh er brezel en ur reiñ hag en ur brestañ pourvezioù a yae hiviziken d’en em gannañ e-kichen an Emglev en anv eus frankiz ar morioù a oa gourdrouzet gant ar brezel divuzul dindan ar mor. Daou vilion a soudarded amerikan a yeas bep a-nebeud davet an emengouestlidi hag a oa eno abaoe komansamant ar brezel. Ne oa ket aes aozañ soudarded hag a oa o tont diouzh ur vro ha ne oa ket a hengoun soudardel enni; ne voe merzet efed an aliañs-mañ nemet e nevez-amzer ar bloavezh 1918.
Retour en haut