Lajad 1: Niverusoc’h eo hag a liesseurt eo an takadoù produiñ er bed

Kudennadur: petra eo dezverkoù hag adaozadurioù an takadoù produiñ pennañ hag o oberourien ?
Digradur : Ur spas produiñ (pe endro produiñ pe takad produiñ ) a verk un hollad lec’hioù ma vez o gounidoù lakaet war wel get oberourien prevez ha foran evit diorren obererezhioù produus (kenderc’hus =productif).
Ur spas produiñ a c’hell neuze bout termenet diouzh e lec’hiadur (localisation) (an egor produiñ gall), diouzh e gennad (an takad produiñ labour-douar) pe diouzh an embregerezh (an takad produiñ Airbus).
E meur a skeul e vez liesseurtaet ar spasoù produiñ : lod a ya d’ober ar gennad kentañ (implij danvezioù al labour-douar, ar mengleuzioù pe ar pesketaerezh), eoù all eus an eil gennad (treuzfurmadur an danvezioù diaoz dre an industriezh greanterezh)
hag evit echuiñ reoù all eus an trede gennad (servijoù marc’had – da lâret eo paeañ – ha nann-marc’had – da lâret eo arc’hantaouet get an tailhoù).
I. An takadoù produiñ er bed é kemm : ur c’heografiezh nevez eus ar produadur
A.Ur spas produiñ bedel é kemm , é en em ad-aoziñ


B. Spasoù produiñ renkadaet ha kenstrollet

Ar c’hefridioù ijiniñ (conception) ha kemer divizoù hag ivez obererezhioù a dalvoudegezh uhel (services à haute valeur ajoutée) hag ivez ar servijoù a live uhel a vez bodet er broioù pinvidik ha diorroet. Ar broioù pinvidik o deus c’hoazh barregezhioù uheloc’h evit a sell ouzh an neveziñ hag an arc’hantaouiñ (recherche développement).
Daou drederenn eus an dispignoù enklask ha diorren (obererezhioù evit gwellaat kalite ha galloud produiñ un embregerezh) a zo strollet e pemp bro, en o zouez un drederenn er Stadoù-Unanet, dirak Sina, Japan, Alamagn ha Bro-C’hall.
Ar c’hefridioù produiñ ha pakañ (emballage), gronniñ (assemblage) , a c’houlenn un dorn-labour niverus, a zo muioc’h strewet e broioù àr ziorren evel re ar Maghreb (Maroko, Aljeria, Tunizia) pe e broioù-atalieroù (broioù ma implij embregerezhioù ar broioù diorroet uzinoù da broduiñ a goust izel) eus Azia (Malezia,Thailand, h.a.).

B. Adsavet eo an takadoù produiñ
- Silicon Valley, ur spas produiñ enframmet er bedeladur, eus al lec’h d’ar bed
2. Bedeladur ar produiñ jean’s

C. Takadoù produiñ aozet , kenstrollet hag arbennikaet : Ur c’heografiezh nevez eus ar produadur a skeudenn an NDIT (nevez) hag a zo ar DIPP

II. Spasoù produiñ aozet get meur a oberour a bep seurt
A. An FTN, oberourien bennañ a lakaa e kevezerezh en tiriadoù



B. Oberourien foran é kemer perzh e meur a skeul


C. Oberourien é klask reoliñ ha reizhiñ ar spasoù produiñ hag é c’houlenn groñs un aozadur all eus ar produiñ

