Lajad 1 : Penaos e c’hell talvoudoù ha pennennoù liammet get ar Republik hag he raktres demokratel kas ar c’henstag sokial?
Lajad 2 : Penaos e c’hell emzalc’hioù ha mennozhioù, diheñchadurioù lakaat en arvar ar c’henstag sokial ?

Sevel un teul-video berr :
« Un hentiñ daet mat genin eo hini em eus dibabet »
1.Goude bout graet enklaskoù war lec’hienn centre-hubertine-auclert.fr, menegit asambles get ar c’hlas klas roll ar micherioù nann-amrev (non-mixtes) evel er diskouezadeg « An holl vicherioù a c’hell bout amrev ».
2. En em aoziñ a rit dre strolladoù 2 pe 3 den ha rannañ ar micherioù etrezoc’h.
3. Sevel a rit ar sinopsis evit ho teul-video. Rankout a ray lakaat da ezteurel ur levezoner (ez) web hag en/he deus dibabet ur vicher ne vez ket amrev alies ha zo kaoz a lorcʼh ennañ/enni.
4. Padout a raio etre 60 ha 90 eilenn

Kinnigit ur pitch àr an tem:
« Ar gasoni a-enep-LGBTQIA+ : un noaz demokratel».
1.Savit ar strolladoù er c’hlas
2.Savit ho pitch dre skrid.
3.Ar c’hinnig a rank bout sachus, skouerius ha kendrec’hus.
4.Implijit an dielloù roet deoc’h hag ho enklaskoù hieniennel (testenioù, koulzad kizidikaat …).
5.3-4 munutenn a bado ho pitch
Tamm sikour pazenn a bazenn :
P (présenter)
I (inciter)
T (thématiser)
C (convaincre)
H ( humaniser)
-Kinnigit ur stumm eus ar gasoni hah ar gwallziforc’h a-enep -LGBTQIA+.
-deskrivit ar muzulioù kemeret a-benn stourmiñ a-enep.
-Displegit perak ar stourm-mañ a greñva hor c’hevredigezh demokratel.
-Pleustrit evit lavar dre gomz ho pitch evit kinnig anezhañ dirak ar c’hlas.
