Lajad 1: I.Bourc’hizien, kenwerzh, morianeta ha sklaverezh en XVIIIe kantved
Lajad 2: II. Europa ar Sklêrijenn: mennozhioù é skigniñ, despot sklêrijennet ha reizhabegiñ an absolutegezh en XVIIIe kantved
Lajad 3: III. An Dispac’h gall hag an Impaleriezh: un urzh politikel nevez ha kevredigezh dispac’hourel e Frañs hag e Europa
1. Palioù ar gentel, kentel greizek ha geriaoueg
4.Kwiz evit pleustriñ àr ar porched Socrative

I. Sac’h-evezh, adaktiviñ ar pezh ho peus desket er c’helc’hiad 3 ha 4
II. Obererezhioù ar gentel greizek
Obererezh 1: kenwerzh, Impalaeriezhioù trevadennel eus Europa, kresk ar vourc’hizelezh

Obererezh 2: morianeta, trafkerezh sklaved
Urzh-labour : Savit un destenn é tisplegiñ doare ma veze aozet an trafikerezh morianeta en XVIIIe kantved. Lennit mat an dielloù. Servij a reont evit sevel ar pennad.
Deskiñ a ran : sevel un DIGORADUR
Savit div pe teir frazenn é resisaat ar mare studiet(= prantad istorel),
Al lec’h (=anvioù an trevadennoù, porzhioù morianeta) hag e men emañ ar c’henwerzh tric’horn ha roit an termenadur eus ar ger-se (kentel greizek).
Adkemerit gerioù ar sujed ha treuzfurmit anezhe é sevel ur goulenn evit sevel ar c’hudennadur
Obererezh 3: kantved ar Sklêrijenn
Obererezh 4: an Dispac’h gall hag an Impalaeriezh

IV. Soliaat ha mont pelloc’h
Penaos e oa gwalltretet ar sklaved?
Morianeta ar sklaved ha labour diaes ar c’houn
V. Evit an enklaskoù : kontiñ un darvoud tennet ag an Dispac’h gall hag an Impalaeriezh
Urzh-labour: get sikour an dielloù hag an dorn-levr, savit ur frizenn gronologel a zaio eus 1789 betek 1815. Skrivit anvioù ar prantadoù istorel a glot get ar gentel ha lakait e darempred ar skeudennoù get an darvoudoù hag an deiziadoù a glot get an dielloù
- Digor eo Bodadenn ar Stadoù meur 5/05/1789

Goulenn diazez: Perak en deus galvet Loeiz XVI ar Stadoù-Meur, ha penaos en deus an emvod-se degaset un enkadenn bolitikel ?
Ret eo d’ar studierien kompren enkadenn arc’hant ar rouantelezh gall , ar cahiers de doléances (rolloù klemmvannoù), dileuriadur an tri urzh, hag an dizemglevioù diwar-benn votiñ dre urzh pe dre benn.
Mammennoù :
- 2.Touadenn Sal ar Jeu de Paume 20/06/1789

Goulenn kreiz : Perak e tiviz dileuridi an Trede Stad enebiñ ouzh aotrouniezh ar Roue ?
Tudennoù pennañ da studiañ : Loeiz XVI, kannaded an Trede Stad, Sieyès, Bailly, ha Mirabeau.
Mammennoù:
- 3. tagadenn ar Bastille 14/07/1789

Goulenn greiz : Perak e oa bet taget ar Bastille get ar Barizianed, ha perak e oa deuet an darvoud-se da vout arouez an Dispac’h ?
Ret eo deoc’h studiañ ar spont (aon) ar soudarded roueel, klask ar armoù ha poultr-kanol, oberoù an engroez parizian, ha kouezhadenn ar c’hreñvlec’h.
Mammennoù:
- 4.Torridigezh an dreistwirioù 4/08/1789

Goulenn greiz : Perak e oa bet divizet get an deputeed nullañ dreistwirioù ar Renad kozh ?
Ret eo deoc’h komz eus ar Spont Bras, eus emsavadegoù ar beizanted, eus ar gwirioù an aotrouien hag eus an divizoù bet kemeret get ar Vodadenn Vroadel.
Mammennoù:
- 5. Disklêriadur Gwirioù mab-den hag ar C’heodedad : 26/08/1789

Goulenn greiz : Penaos e treuzfurm Disklêriadur Gwirioù Mab-Den hag ar C’heodedour pennaennoù politikel ha sokial Frañs ?
Ret eo deoc’h studiañ ar frankizoù diazez, ar gevatalded àr ar gwirioù hag an aotrouniezh (souvereniezh)broadel.
Mammennoù :
- 6. Disklêriadur gwirioù ar vaouezed hag ar geodedourez savet get Olympe de Gouges

Goulenn greiz : Perak e c’houlenn groñs Olympe de Gouges an ingalded politikel etre ar merc’hed hag ar baotred ?
Ret eo deoc’h keñveriañ pennaennoù 1789 get ar roll gwirion roet d’ar merc’hed e-pad an Dispac’h.
Melladoù I, VI et X, da geñveriañ get ar re 1 ha 6 eus Disklêriadur 1789.
Mammennoù:
- 7. Tec’hadeg kuit ar roue Louis XVI e Varennes — 20-21 a viz even 1791

Goulenn greiz : Perak e klask Loeiz XVI kuitaat Pariz, ha petra eo heuliadoù e tec’hout kuit ?
Ret e vo d’ar studierien komz eus an darempredoù diaes etre ar roue hag an dispac’herien, eus klask tec’hout ar familh roueel, eus o harz e Varennes, hag eus o distro da Bariz.
Mammennoù :
8. Krouidigezh an 83 departamant ha rannadur Breizh — 1790

Goulenn greiz : Perak o deus divizet an dispac’herien erlec’hiañ ar proviñsoù kozh gant *departamantoù* ? Ret eo d’ar studierien keñveriañ aozadur tiriadel ar *Renad Kozh* gant hini 1790 en ur lakaat Breizh da skouer.
Mammennoù :
9. Ar Spont bras , « la Terreur » , Robespierre, Danton 1793-1794

Goulenn greiz : Perak e oa bet krouet ur gouarnamant dreist-ordinal gant an dispac’herien e 1793, ha penaos e oa deuet ar gouarnamant-se da lakaat ar frankizoù en arvar a-benn ar fin ?
Ret eo d’ar studierien kompren ar brezelioù a-enep ar galloudegezhioù europat, an emsavadegoù diabarzh, ar muzulioù lakaet e-pleustr , perzh ar Poellgor Surentez Foran (Comité de salut public) , hag an disrannoù etre an dispac’herien.
Mammennoù:
10. Prosez ha dibennadur Louis XVI — kerzu 1792-21 genver 1793

Goulenn greiz : Perak e oa bet divizet gant ar Goñvasion lakaat Loeiz XVI dirak al lez-varn ha kondaoniñ anezhañ d’ar marv ?
Gortozet e vo diget ar studierien kinnig an tamalloù lakaet a-enep ar roue, an diviz da aozañ ur prosez, an tabutoù e-barzh ar Goñvansion, ar votadeg hag an dibennadur.
Mammennoù:


























